Palez Nymphenburg zo ur palez e Bavaria, nepell diouzh München.
Palez hañv an tiegezh Wittelsbach e oa. Ur skouer eus oberennoù ar savouriezh varok eo, ha kroget e voe d’e sevel e 1664, gant ar priñs-dilenner Ferdinand Maria Bavaria. Kresket e voe ar palez gant e ziskennidi, evel e vab Masimilian II Emmanuel, Karl VII an Impalaeriezh Santel, pe Masimilian III Jozeb, dilenner Bavaria (1745–1777).
E-pad meur a vloaz e voe lec’h annez boas renerien Bavaria e-pad an hañv. E Nymphenburg e voe ganet ar roue Loeiz II (Bavaria) hag eno ivez e varvas ar roue Masimilian Iañ Jozeb.
E savadurioù ar palez e kaver c’hoazh ar c’hinkladurioù bet degaset gant rouaned disheñvel Bavaria. En o zouez emañ Poltredaoueg ar gened, un hollad poltredoù merc’hed kaer eus ar vro, bet savet gant ar roue Loeiz Iañ. El liorzh, treset e 1701 gant Carbonet, unan eus diskibled Le Nôtre, krouer liorzh kastell Versailhez, ez eus meur a savadur barok, evel Pagodenburg (1716–1719), Badenburg (1718–1721) hag Amalienburg (1734–1739).